Volkswagen (embregerezh)

Logo Volkswagen AG

Volkswagen AG (AktienGesellschaft, alamaneg a dalvez kevredad dre gevrannoù) a zo ur stroll embregerezhioù sevel kirri krouet e 1937. E Wolfsburg (Saks-Izel, Alamagn) emañ sez ar stroll. 18% eus kevrannoù ar stroll a zo perc'henn gant Land Saks-Izel. Savet ez eus bet ul lezenn a vir ouzh ar gevranneien all a gaout kement a vouezhioù hag al Land, daoust ma c'hallont bezañ perc'henn war muioc'h a gevrannoù.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy